Dead (Per Yngve Ohlin)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Per Yngve Ohlin, anavezet dindan an anv-leurenn Dead a oa ur c'haner Black Metal eus bro Sveden, hag a voe er strolladoù Mayhem ha Morbid. Dead a vez sellet outañ gant kalz a dud evel ar c'haner gwellañ en dije bet Mayhem.

Ohlin a zo ganet d'ar 16 a viz Genver 1969 e Västerhaninge nepell eus Stockholm e Sveden ha marvet eo d'an 8 a viz Ebrel 1991 e Kråkstad en Norvegia. Douaret eo bremañ e Skogskyrkogården en Enskede e Sveden.

Biografienn[kemmañ]

Per yngve Ohlin a zo bet kaner er strolloa Black Metal Mayhem. N'en deus enrollet gant Mayhem nemet un albom ofisiel Live in Leipzig, e Live, met posubl eo kavout div ganaouenn studio gantañ hag ar strollad war ur split albom graet gant Morbid. Kavet e vez ivez ur bern bootleg gantañ ha Mayhem, evel Dawn of the Black Hearts.

E-pad an intersadennoù, Dead a zo diskrivet gant e strollad evel iskis kennañ. Hellhamer a lavaras: "Bez en devoa ur personelez iskis...depresiv, melankolik ha du kennañ". Euronymous a lavaras zoken: "D'un doare honestr e soñj din ne za ket tamm- ebet mat en e fenn. Penaos e c'hallfen diskrivañ un den na zebr ket e-pad devezhioù ha devezhioù, nemet evit kaout poan, o lavarout e lak anezhañ da ganañ gwelloc'h? Pe a lak stammennoù e-lec'h ma z'eo skrivet e vije den-mañ-den o vont da vervel?"

Evit Bård "Faust" Eithun: "Ne oa ket an doare den a oa posubl anavezout mat. Soñjal a ra din zoken tud Mayhem na anaveze ket mat anezhañ. Gwelet em eus anezhañ daou sizhun a-raok e varvfe. D'am soñj em eus gwelet anezhañ etre 6 ha 8 wech. Bez e oa gantañ ur bern a vennozhioù iskis. Soñj meus Aarseth(Euronymous) a lavare n'en devoa fent ebet. E wirionez bez en oa, met du-kenañ e oa e fent. D'un doare honestr ne soñjan ket e oa lauen da vevañ er bed-mañ.

Orin "Dead"[kemmañ]

Pa oa eñ bugel, e-pad ma oa o c'hoari war ar skorn, Per Yngve Ohlin a voe kaset d'an ospital goude bezañ kouezet en dour skornet. Lavar a reas bezañ gwelet traoù ha bezañ tremenet eus an "tu all". Abaoe an istor-mañ e klaskas-eñ bezañ ar marv, en ur en em anavezout Dead, en ur en em lakaat Corpse Painting pe en ur selaoù metal extrem.

Sonadegoù[kemmañ]

Evit ar sonadegoù, Dead a en em lakae Corpse Painting gwenn ha du. Hervez Necrobutcher: "N'en doa netra da welet gant Kiss pe Alice Cooper. Dead n'oa c'hoant seblantout d'ur wir korf marv. Ne rae ket se evit seblantout cool."

En em troc'h a rae an div vrec'h evit gwelet dremm an dud da vezañ feuket. En em droc'hañ a rae gant tammoù boutilhad pe kontilli chaseal, hag, a-wechoù e oa degaset d'an ospital, kement a wad en doa kollet.

Dead a zouare e zilhad un nebeut sizhunvezhioù a-raok ur sonadeg a-benn dizouarañ anezho devez ar sonadeg, a-benn kaout "esañs ar marv": dilhad lous, distrujet a flaere fall kenañ. En em leuskel mervel gant an naon a rae ivez un nebeut devezhioù a-raok ur sonadeg, a-benn kaout poan-gof, en ur lavarout e roe dezhañ ur c'han gwelloc'h.

En ur dreiñ evit ober sonadegoù, Dead a gavas ur vran marv: lakaat a reas anezhañ en ur sac'h plastik ha mirout a reas anezhañ. Plijout a rae dezhañ santout c'hwezh al loen marv a-raok ur sonadeg en ur lavarout en devoa ezhomm "santout ar marv".

An emlazh[kemmañ]

D'an 8 a viz Ebrel 1991, ur frapadig amzer a-raok enrollañ De Mysteriis Dom Sathanas, ar soner gitar Øystein Aarseth a adgavas Dead marv. En em lazhet gant un ten fuzuilh en e benn goude bezañ troc'het ur bern a wechoù e ziv arzorn gant ur gontell. Aarseth "Euronymous" az eas da brenañ ur venveg fotoioù a kemer un nebeut re a-raok gervel ar polis. Ar fotoioù a voe goude-se laeret ha implijet (hep droed ebet) evit ar bootleg Dawn of the Black Hearts