De Morgen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
De Morgen.JPG

De Morgen (nederlandeg : ar mintin) a zo ur pemdezieg flandrezat ment ur berliner dezhañ. Ouzhpenn 70 000 skouerenn a vez gwerzhet bemdez[1]. Krouet e voe e 1978 dre gendeuziñ div gazetenn sokialour : Vooruit ("War-raok") ha Volksgazet ("Kazetenn ar bobl"). E Arduinkaai, 29 e Brussel emañ sez ar gazetenn.

Ur gazetenn dizalc'h hag enni menozioù araokour eo De Morgen. E Flandrez ez eus kevezerezh etre hi ha kazetennoù all evel De Standaard ha De Tijd. Hervez Yves Desmet (hag eñ bet pennskrivagner ar gazetenn) ez eus bet degaset kemmoù bras er c'hazetenniñ e Flandrez gant doare De Morgen.[2] Meur a wech eo bet priziet peogwir ez eo modern maketenn ar gazetenn.

Vooruit a voe krouet e Ghent gant Edward Anseele hag an niverenn gentañ a voe embannet d'an 31 a viz Eost 1884, a-raok krouidigezh Belgische Werklieden Partij (Strollad belgiat al labour) e 1885. Hiziv an deiz ez eo embannet De Morgen gant De Persgroep (embanner Het Laatste Nieuws).

Kazetennerien brudet[kemmañ]


Notennoù[kemmañ]

  1. http://www.krantenindeklas.be/index.php?id=26 Kranten in de Klas: De Morgen, Krantenindeklas.be
  2. De Groene Amsterdammer

Liamm diavaez[kemmañ]