Dafnis
Eus Wikipedia
Delwenn ma weler an doue Pan o kelenn d'e eromenos, ar mesaer yaouank Dafnis, penaos seniñ fleüt. War-dro 100 kent JK. Delwenn roman e marmor, savet diwar un delwenn hellazat gant Heliodoros (IIIde-IIvet kantved kent JK), kavet e Pompei. Dastumad Farnese, Mirdi Broadel an Hendraouriezh, e Napoli.
Dafnis (Δάφνις e gregach, eus δάφνη - dafne, "lore"), mab da Hermes ha d'un nimfenn a Sikilia, a oa ur mesaer ha fleüter e mojennoù Hellaz kozh.
An doue Pan a oa sot gantañ an hini a zeskas dezhañ seniñ fleüt. Karet e oa gant un naiadenn (pe Ec'henais pe Nomia) met ne voe ket feal dezhi. Evit en em zialañ e troas ar paotr e maen, pe e tallas anezhañ, hervez doareoù ar vojenn.
[kemmañ] Loarell
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Daphnis Encyclopedia Britannica
- The Death of Daphnis Barzhoneg gant Theocritus.