Conradh na Gaeilge
Conradh na Gaeilge (distaget [ˈkɔnˠɾˠə nə ˈgeːlʲɟə] en iwerzhoneg), anavezet ivez dre hec'h anv saoznek Gaelic League, zo ur gevredigezh a stourm "evit gwareziñ ha derc'hel bev an iwerzhoneg evel ur yezh komzet e Bro-Iwerzhon"[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Conradh na Gaeilge ("Kevre ar Gouezeleg") e Dulenn d'an 31 a viz Gouere 1893 gant ur protestant anvet Douglas Hyde, a orin eus Dún Gar, e Kontelezh Ros Comáin. Sikouret e oa gant Eugene O'Growney, Eoin MacNeill, Luke K. Walsh ha stourmerien iwerzhonat all. Conradh na Gaeilge a voe diorroet gant labour an unvaniezh kozh anvet Gaelic Union ha dont a reas da vezañ ar gevredigezh pennañ o labourat da adsevel an iwerzhoneg. Kentañ kazetenn ar gevredigezh a voe an An Claidheamh Soluis ("Ar c'hleze skedus") hag he c'hazetenner brudetañ a voe Padraig Pearse.
War an dachenn bolitikel, ar gevredigezh a sachas kalz a vroadelourien iwerzhonat, evel ar Gaelic Athletic Association. A-drugarez d'al League, o deus gellet kalz a stourmerien kejañ kenetrezo. Ar c'hejadennoù-se o deus degaset krouidigezh kevredigezhioù all evel an Irish Volunteers (e 1913). Met ar Gaelic League n'en em ouestlas ket d'ar stourm politikel penn-da-benn. Tud evel Douglas Hyde a lare e oa ret leuskel ar sevenadur hag ar yezh er-maez eus ar politikerezh. Kalz a aozerien eus emsavadeg Pask a oa izili eus ar Gaelic League.
Goude krouidigezh ar stad iwerzhonat, levezon ha karg ar gevredigezh er vuhez pemdeziek a yae war wanaat. Stourm a reas ar C'hevre en un doare efedus evit lakaat e pleustr ofisielerezh ar yezh er stad. Ha dont a rejont a-benn da grouiñ An Coimisinéir Teanga (Ensellerezh war ar yezh). Diwezhatoc'h e stourmas Conradh na Gaeilge evit ma vefe degemeret an iwerzhoneg e-touez yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.
Un nebeud amzer zo, Conradh na Gaeilge a enebas kalz ouzh ar strollad politikel Fine Gael abalamour ma stourme pennoù ar strollad politikel-se evit ma vefe tennet an arnodenn iwerzhoneg eus al Leaving Certificate (kevatal d'ar "vachelouriezh" e Bro-C'hall). Conradh na Gaeilge a enebas en ur c'hervel da vouezhiañ en dilennadegoù evit an dileuridi o doa c'hoant da leuskel an arnodenn war an iwerzhoneg.
Ar gevredigezh he deus kalz a skourroù hag a isrannoù en Iwerzhon a-bezh ha labourat a ra kalz evit aozañ gouelioù hengounel pe sevenadurel evel gouel meur An tOireachtas pe Seachtain na Gaeilge (sizhunvezhioù an iwerzhoneg). Un nebeud amzer zo he deus digoret Conradh na Gaeilge kreizennoù sevenadurel ha burevioù (anvet "Ionaid Saor Chomhairle Dlí" en iwerzhoneg) e Dulenn hag e Gaillimh gant sikour an FLAC.
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Official site (Suíomh oifigiúil CnaG)
- The Annual Week of Irish, March of each year (Seachtain na Gaeilge)
- Club Chonradh, BAC (Dublin)
- Gaillimh (Galway)
- Comharchumann Oileán Árainn Mhóir (Aran)
- Muscraí (Co. Cork)
- Beal Feirste (Belfast)
- Sasana Nua (New England)
- Nua Eabhrac (New York)
- Boston
- New Jersey
- Milwaukee
- Detroit
- Minnesota
- Friendship Branch, Dallas/Fort Worth, Texas)
- Thír na gCnoc, Austin, Texas
- San Francisco
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "for the purpose of keeping the Irish language spoken in Ireland"