Coddenham

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Coddenham (Suffolk))
Iliz Santez Vari, e Coddenham

Coddenham zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel e Suffolk, e reter Bro-Saoz. Emañ en hanternoz da gêr Ipswich.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar mare ma oa aloubet Enez Vreizh gant ar Romaned e oa eno unan eus brasañ kêrioù Suffolk, anvet Combretovium[1]. Hiziv n'eo nemet ur gêriadenn vihan, gant 620 a annezidi hervez niveradeg 2011.

Meneget eo Combretovium e :

Moarvat e kaver en anv-se en elfenn *combre- a dalvez kement ha "kember". Peurvuiañ e vez anv eus kejadenn div stêr, met amañ e c'hallje bezañ ur gejadenn hentoù, da lavaret eo ur "c'hroashent"[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.