Civitas sine suffragio

Eus Wikipedia

Civitas sine suffragio ("keoded hep mouezhiañ") a oa ul live keodedelezh er Republik Roman hag a roe ar geodedelezh roman hep reiñ ar gwir da vouezhiañ er bodadoù keodedourien.
Ar statud-se a voe roet da gentañ da geodedoù-Stadoù degemeret er Republik goude torret ar Foedus Latinum, "kevre latin", en 338 kent JK.[1]

Evel-se e voe dalc'het d'ober a-hed an Impalaeriezh Roman pa veze ebarzhet ar broioù aloubet en impalaeriezh.[2]

Kement ha "hollad annezidi ur gêr, ur Stad" ha "kêr, Stad" e talvez cīvĭtās ; eus ar ger-se e teu ar ger brezhonek keoded koulz hag ar gerioù gallek cité ha saoznek city[3].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]