Chris Hipkins

Eus Wikipedia
Chris Hipkins e 2022

Christopher John Hipkins, ganet d'ar 5 a viz Gwengolo 1978, zo ur politikour eus Zeland-Nevez ha Kentañ ministr ar vro abaoe ar 25 a viz Genver 2023 ha penn Strollad al Labour. Kemeret en deus plas Jacinda Ardern goude ma voe dilezet an daou bost ganti. Ezel e oa bet eus parlamant ar vro evit Remutaka abaoe dilennadegoù 2008.