Chiltern

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An tuchennoù Chiltern e-kichen Nettlebed

An tuchennoù Chiltern a zo un tarroz-raz e Bro-Saoz hag en em astenn eus Goring-On-Thames en Oxfordshire a-dreuz Buckinghamshire betek Dunstable. A-us da Draonienn Aylesbury emañ ha klotañ a ra ouzh bevenn su ar skornegoù e-pad ar prantad-skorn diwezhañ. Un dar eus Furmidigezh-raz Su Bro-Saoz a endalc'h ivez Plaenenn Salisbury, Cranborne Chase, Enez Wezh hag ar South Downs.

O lec'h uhelañ a zo Haddington Hill (267 m) e Koadeg Wendover, Buckinghamshire, e-kichen Wendover. Un duchenn bouezus arall eo Ivinghoe Beacon (249 m). En e-gichen emañ lec'hiet Combe Hill (260 m).

Ar rannvro a furm ar Chiltern Hundreds, un unannenn velestradurel a vez implijet da reiñ tro d'un izel eus ar parlamant saoz d'emzigargañ. Ar Chiltern a oa kreizenn ar rouantelezh vrezhon Cynwidion.

Roll kêrioù pennañ ar Chiltern[kemmañ]