Charlez V (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwesklin zo lakaet konestabl gant ar roue Charlez V - Source : Levraoueg vroadel Bro-C’hall

Charlez V, lesanvet Charlez ar Fur, a zo bet ganet e Vincennes (Bro-C'hall) d’an 21 a viz Genver 1338, ha marvet e Beauté-sur-Marne (Bro-C'hall), d’ar 16 a viz Gwenholon 1380.

Roue Bro-C'hall e voe adalek 1364 betek 1380. Echuiñ a reas lodenn gentañ ar brezel kant vloaz gant e ren ha dont a reas a-benn da gemer en-dro an holl zouaroù kollet gant e ziagentidi.


Bet eo ar c’hentañ priñs gall a zo bet anvet Daofin, titl roet da hêr an tron abaoe ma oa bet prenet an Dauphiné gant e dad-kozh Fulub VI. D’an 8 a viz Ebrel 1350 e timezas gant Janed Bourbon a roas eizh bugel dezhañ.


En e raok:
Yann II
Roue Bro-C'hall
France moderne.svg
13641380
War e lerc'h:
Charlez VI