Captain America: The First Avenger
| Captain America: The First Avenger | |
| Filmdata | |
|---|---|
| Titl orin : | Captain America: The First Avenger |
| Bro produiñ : | SUA |
| Deuet er-maez : | 22 a viz Gouere 2011 er Stadoù-Unanet, 17 a viz Eost 2011 e Bro-C'hall |
| Yezh orin : | saozneg |
| Padelezh (PAL-DVD) : | 124 munutenn |
| Skigner : | Paramount Pictures |
| Boujedenn : | 140 milion $ |
| Korvoder gros : | 290 540 742 $ |
| Pare | |
| Filmaozer : | Joe Johnston |
| Produer : | Kevin Feige |
| Skrivagner : | Christopher Markus Stephen McFeely, diwar Captain America (comic) gant Joe Simon ha Jack Kirby |
| Sonerezh : | Alan Silvestri |
| Frammer : | Robert Dalva Jeffrey Ford |
| Aktourien | |
|
Chris Evans |
|
| Liammoù diavaez | |
| kemmañ |
|
Captain America: The First Avenger a zo ur film amerikan deuet er-maez e 2011. Diazezet eo war gourharoz Marvel Comics anvet Captain America. Unan eus ar pemp film a ya d'ober Marvel Cinematic Universe eo. Sevenet eo bet ar film gant Joe Johnston, skrivet ar senario anezhañ gant Christopher Markus ha Stephen McFeely. E-touez aktorien ar film emañ Chris Evans, Tommy Lee Jones, Hugo Weaving, Hayley Atwell, Sebastian Stan, Dominic Cooper, Neal McDonough, Derek Luke ha Stanley Tucci. Er film e konter istor Steve Rogers, un den klañvidik a-orin eus Brooklyn, hag a zeu da vezañ ur goursoudard anvet Captain America. Stourm a ra gant arme ar Stadoù-Unanet en Eil Brezel-bed. Rankout a ra stourm ivez a-enep Klopenn Ruz, hag eñ e penn un aozadur nazi anvet Hydra.
Produiñ a film a grogas e miz Even 2010, hag ar filmañ a voe graet e Londrez, Manchester, Liverpool ha Los Angeles. Da vare ar postproduiñ e voe lakaet ar film e teir ment.
Diskouezet e voe evit ar wech kentañ e Hollywood d'an 19 a viz Gouere 2011, ha skignet er Stadoù-Unanet d'an 22 a viz Gouere 2011.
[kemmañ] Sonerezh ar film
E miz Even 2011 e voe kemennet gant Buena Vista Records e vefe embannet sonerezh ar film. Er bladenn e kaver an holl donioù bet savet gant Alan Silvestri, hag ivez an ton titlet "Star Spangled Man" (sonerezh gant Alan Menken ha komzoù gant David Zippel). En Air Studios e Londrez e voe enrollet sonerezh ar film, ha d'an 19 a viz Gouere 2011 e voe embannet ar bladenn. [1]