Mont d’an endalc’had

Cantigas de Santa Maria

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cantigas)
Enluminure du Cantigas représentant des joueurs de flûte de Pan.

Dornskrid Cantigas de Santa Maria a zo anezhañ unan eus an dastumadoù pouezusañ eus kanoù ar Grennamzer, a oa bet savet pa oa ar roue Alfonso X El Sabio ( ar Fur) o ren e Kastilha (1221-1284). 427 kan zo ennañ.

Savet eo ar c'hanoù e galiseg, unan eus yezhoù lennegel Spagn da neuze. E pep hini anezho ez eus meneg eus ar Werc'hez Vari. Gwelout a reer ivez skeudennoù eus sonerien o son a bep seurt binvioù-seniñ.

N'int ket kantikoù evel m'o c'homprener hiziv, met kanoù evit an didu, ar c'hontadennoù, ar c'horoll.

  • En hon amzervezh ez eus bet klevet meur a laz-seniñ krennamzerel o kanañ ar c'hanoù-se, evel Tempradura, La Nef, Alla Francesca, l'Ensemble Unicorn pe Hespèrion XX.
  • Un tañva a c'haller kaout gant Miracle! Obsidienne, renet gant Emmanuel Bonnardot, enrollet e 2006, hag embannet gant Calliope ([www.calliope.tm.fr])

Mont da welout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.