Cangaceiro
Eus Wikipedia
Sede pelec'h e oa ar c'h-Cangaço e Nordeste Brazil.
Cangaceiros a vez graet e portugaleg Brazil eus forbaned hag emsavidi e Brazil war-dro dibenn an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved, ha cangaço a vez lavaret eus o emsavadenn. E kornôg stad Pernambuco e vez lavaret sertão eus an douaroù sec'h-kras ar c'h-caatinga a oa repu tud anvet cangaceiros e-pad tregont vloaz kentañ an XXvet kantved.
[kemmañ] Gwrizioù
Ret eo klask gwrizioù ar c'h- cangaço e buhez reuzeudik an dud dizouar e Nordeste Brazil. Gwelet e veze bagadoù, pe tud o-unan, oc'h arsailhañ tiez perc'henned, o skrapañ perc'henned, o laerezh stalioù bras. Na ti nag aoz n'o doa, bale a raent dre ar sertão, o tec'hel dirak ar boliserien pe an arme, o kuzhat hag o laerezh.
E penn ar bagad-se e oa Virgilino Ferreira , anavezetoc'h evel Lampião.