C'hrisippos (mab Pelops)
C'hrisippos ( Χρύσιππος) a oa un haroz eus Elis e Peloponnesos. Mab bastard e oa d'ar roue Pelops, roue Pisa , ha d'an nimfenn Astioc'he ( pe Danais) e mojennoù Hellaz kozh.
Taolenn |
Mojennoù [kemmañ]
Div vojenn zo diwar e benn.
Gwallet [kemmañ]
Skrapet e voe gant Laios, e gelenner eus Tebe, p'edo ouzh e gas da C'hoarioù Nemea, ma ranke ar paotr kenstrivañ. E-lec'h mont di ez eas gantañ da Debe, ma en gwallas. Abalamour da se e voe kastizet e diegezh hag e geoded gant an doueed diwezhatoc'h. Meu a zoare a oa da gontañ e varv. Hervez ur skrid a veneg Peisandros e vije en em lazhet gant e gleze abalamour d'ar vezh[1] .
Muntret [kemmañ]
Lazhet e voe gant e lezvreudeur Atreüs ha Tiestes, dre warizi , a skrivas Hellanikos ha Thucydides, ha taolet e gorf en ur puñs. broudet gant o mamm Hippodamia da virout outañ da gaout ar galloud.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Gantz, p. 489.