Brown Bess

Eus Wikipedia
Land Pattern "Brown Bess"
Skeudenn ar pennad Brown Bess

Ur fuzuilh Brown Bess, stumm Short Land Pattern
Kinnig
Bro Breizh-Veur
Doare Fuzuilh un-tenn
Kalibr ar c'hanol 19 mm
Mare implij 1722-1867 (Breizh-Veur)
Pouez ha muzulioù (stumm Long Land Pattern)
Mas 5 kg
Hirder 1.600 mm
Hirder ar c'hanol 1.168 mm
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Platinenn-gailhastr, karget dre he beg
Bannadell Boledoù plom ront bihanoc'h o zreuzkiz (18 mm) evit hini ar c'hanol evit chom hep lousaat anezhañ betek re gant restachoù poultr du
Tizh o vont er-maez 450 m/s
Lusk-tennañ Hervez an tenner, peurliesañ war-dro 3 zenn/mn
Hed-tenn pleustrek Etre 50 ha 95 m
Adstummoù Long Land Pattern (stumm kentañ), Short Land Pattern, Sea Service Pattern, Indian Pattern, New Land Pattern, New Light Infantry Land Pattern Cavalry Carabine
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Brown Bess eo an anv a veze roet boaz d'ar rummadoù fuzuilhoù saoz Land Pattern, produet adalek 1720 hag e servij e arme Breizh-Veur betek 1867 evit adstummoù 'zo.

Istor ha mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brown Bess a oa ur rummad fuzuilhoù dezhe ur blatinenn-gailhastr savet er bloavezhioù 1720 diwar-c'houlenn ar roue saoz Jorj I. Ar stumm kentañ Long Lang Pattern a zo bet meur a adstumm dezhañ, en o zouez reoù berroc'h o c'hanol evel ar Short Land Pattern.[1] Fuzuilh standart armeoù Impalaeriezh Breizh-Veur e voe eus deroù an XVIIIvet kantved betek kreiz an XIXvet ha donedigezh ar platinennoù-skeiñ war an armoù. Implijet e voe neuze fuzuilhoù ar rummad Land Pattern e kalzig brezelioù trevadenniñ hag e brezelioù Napoleon da skouer.

Un arouez eus astenn an impalaeriezh ha deus galloud Breizh-Veur er bed eo c'hoazh an arm-mañ. Ur varzhoneg war e benn ("Brown Bess") zo bet savet gant ar skrivagner Rudyard Kipling e 1911. Enni e kan meuleudi d'ar fuzuilh ha d'ar pouez he deus bet e savidigezh an impalaeriezh.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 110-111
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan