Boulette d'Avesnes
Eus Wikipedia
Ar Boulette d'Avesnes zo ur fourmaj graet e korn-bro Avesnes-sur-Helpe e Pikardi. Graet eo diwar maroilles fresk, temzet gant parsilh, stragon, ha tachoù jiroflez. Graet e vez e stumm ur pikern, ha goloet gant paprika. Aes e vez da anavezout gant e stumm hag e liv ruz. Kreñv eo, c'hwezh ha blaz dezhañ. Ne blij ket d'an dud ha ne gavont ket mat boued temzet.