Birger Sjöberg
Eus Wikipedia
| Birger Sjöberg | |
|---|---|
![]() Birger Sjöberg |
|
| Obererezh | barzhonegoù, kanaouennoù, ur romant |
| Ganedigezh | 6 a viz Kerzu 1885 e Vänersborg |
| Marvidigezh | 30 a viz Ebrel 1929 e Växjö |
| Yezh skrivañ | svedeg |
| kemmañ |
|
Birger Sjöberg (6 a viz Kerzu 1885 e Vänersborg - 30 a viz Ebrel 1929 e Växjö) a oa ur barzh hag ur saver kanaouennoù svedat.
Kazetenner e oa Sjöberg ha skrivañ a rae kanaouennoù p'en deveze amzer vak. Brudet e teuas da vezañ goude embann e zastumad kentañ titlet Fridas bok (1922). Goude bezañ graet meur a droiad sonerezh e tistagas diouzh ar vuhez foran hag e skrivas barzhonegoù. Ul lodenn eus e oebrenn a voe embannet goude e varv.
Oberennoù [kemmañ]
- Fridas bok, 1922, barzhonegoù
- Kvartetten som sprängdes, levrenn 1 ha levrenn 2, 1924, romant
- Kriser och kransar, 1926, barzhonegoù
- Fridas andra bok, 1929, barzhonegoù
- Minnen från jorden, 1940, barzhonegoù
- Syntaxupproret, 1955, barzhonegoù
- Fridas tredje bok, 1956, barzhonegoù
- Samlade dikter, 1973, dastumad barzhonegoù
- Samlade visor, 1981, dastumad kanaouennoù
