Bill Gates

Eus Wikipedia
Bill Gates (2014)

William Henry Gates lesanvet Bill Gates zo ur stlennegour hag un embregour amerikan. Ganet eo bet d'an 28 Here 1955 e Seattle. Gwastadour ar mikro-urzhiataerezh eo. Brudet eo evit bezañ diazezaet kevredad meziantoù Microsoft pa oa 20 vloaz, gant e vignon Paul Allen. Deuet eo da vezañ "den pinvidikañ ar bed" abaoe 1996 gant danvez dezhañ a 59 miliard dollar (hervez ar gelaouenn Forbes, Gwengolo 2007).