Big Brother and the Holding Company

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Big Brother and the Holding Company a oa ur strollad savet e San Francisco e 1965 pa veze graet berzh get ar "leurenn psikedelik" du-hont d'ar mare-se (get strolladoù brudet èl Grateful Dead pe Jefferson Airplane peurgetket, ha re arall...). Sam Andrew, James Gurley (gitarourion anezhe o-daou), Peter Albin (gitar boud) ha Chuck Jones (taboulinoù) a oa izili bennañ ar strollad.

Erlerc'hiet e voe Chuck Jones get Dave Getz e 1966. Kreskiñ a reas brud ar strollad pa voe degemeret ennañ ar ganerez dibar Janis Joplin, e 1966 ivez. Berzh a rezont er festival Pop e Monterey. Tizhet e voe penn uhelañ ar "charts" (listenn ar pladennoù muiañ gwerzhet) get o eil pladenn "Cheap Thrills" e 1968.

E dibenn 1968 eh eas kuit Janis ag ar strollad evit krouiñ ar Kozmic Blues Band. Albin ha Getz a yeas e-barzh Country Joe and the Fish.

Adsavet e oa bet ar strollad e 1969 get ar memes re (nemet Janis a gendalc'has hec'h-unan penn) ha tarzhiñ a reas en-dro e 1972. E 1987 e oa bet adsavet ar strollad get an izili a-orin (Sam Andrew, Peter Albin ha Dave Getz) ha graet troiadoù sonadegoù gete. A-hed ar wezh eo bet kaset ar c'han get merc'hed (ouzhpenn Janis Joplin hag àr he lerc'h), èl Lisa Battle ha Halley DeVestern.

Izili ar strollad[kemmañ]

  • Peter Albin (gitar boud)
  • Sam Andrew (gitar)
  • Chuck Jones (taboulinoù) ha goude David Getz (taboulinoù)
  • James Gurley (gitar)
  • Janis Joplin (3 fladenn, aet kuit ag ar strollad e 1968).

Pladennoù[kemmañ]

  • "Big brother and the holding company" (09/1967) Mainstream
  • "Cheap thrills" (1968) Cbs
  • "Be a brother" (1970) Columbia Records
  • "How hard it is" (1971) Columbia Records