Beirout

Eus Wikipedia
E Beirout

Beirout (arabeg : بيروت Bayrūt) eo kêr-benn Liban, ha kêr vrasañ ar vro-se. E 2015 e oa 363 033 a dud o chom eno, ha tost da 2 vilion gant an trowardroioù war a zo bet brasjedet ; tost da 50% eus poblañs Liban zo o chom e Beirout. Unan eus kêrioù koshañ er bed eo, pa oa bet diazezet 5 000 bloaz zo.

Sez ar gouarnamant eo. Ur greizenn a bouez evit ar c’henwerzh hag ar bankoù e oa er Reter-Nesañ a-bezh a-raok ar brezel diabarzh a c'hoarvezas etre 1975 ha 1990. En ur blegenn diaes emañ c'hoazh hiziv ar gêr hag ar vro, war dachenn an armerzh koulz hag ar politikerezh. Div darzhadenn a c'hoarvezas e porzh Beirout d'ar 4 a viz Eost 2020, o tistrujañ ar porzh hag an trowardroioù ; 2 750 ton a nitrat amoniom a vijet kaoz d'an dra-se hervez ar pennadurezhioù libanat.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud vrudet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]