Beg-douar Piombino

Eus Wikipedia
Beg-douar Piombino hag enez Elba
Beg-douar Piombino ha porzhig Salivoli

Beg-douar Piombino (Promontorio di Piombino en italianeg) zo ur beg-douar e-kichen kêr Piombino, e kreisteiz proviñs Livorno, e rannvro Toskana, en Italia.

Sellet a reer outañ evel al lec'h a verk an disparti etre Mor Liguria, en hanternoz, ha Mor Tirrenia, er c'hreisteiz. Er-maez, larkoc'h er mor, emañ enez Elba, hag etre an enezenn-se hag an douar-bras emañ Kanol Piombino.