Barcelona (Venezuela)
Eus Wikipedia
- Ur pennad all zo diwar-benn Barcelona, kêr-benn Katalonia.
Barcelona eo anv kêr-benn stad Anzoátegui e Venezuela, savet er XVIIvet kantved. Gant Puerto La Cruz, Lecheria ha Guanta, ez a d'ober unan eus brasañ meurgêrioù Venezuela gant 950,000 a dud. E Barcelona emañ an aerborzh Generál José Antonio Anzoátegui .
Istor [kemmañ]
Kartenn eus ar Provincia de Barcelona, e Venezuela betek 1864
Diazezet e voe kêr en 1638 hag anvet Nueva Barcelona del Cerro Santo gant ur c'h konkistador a orin katalan, Joan Orpí. En 1671 e voe addiazezet gant ar gouarnour Sancho Fernández de Angulo daou km pelloc'h.
Proviñs Barcelona dindan aotrouniezh gouarnourien Nueva Andalucía, hag adanvet e voe Proviñs Nueva Barcelona .