Baasha

Eus Wikipedia
Baasha eus Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Hervez an Tanac'h e renas Baasha[1] (hebraeg: בַּעְשָׁא‎, Baʿasha, "Baal a glev") war Israel goude bezañ lazhet Nadav, mab Yarovam (909 KJK-896 KJK).

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned :

« Er bloaz tri eus Asa, roue Yehouda, e renas Baasha, mab Ahiya, war holl Israel, e Tirsa, evit pevar bloaz warn-ugent. Ober a reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hag e kerzha-Yarovzs war roudoù Yarovam hag er pec'hedoù en devoa laket Israel da ober. »[2].

Brezel e voe dalc'hmat etre Asa ha Baasha.

Hervez Kentañ Levr ar Rouaned e komzas Doue ouzh Yehou, mab Hanani, ar profed, enep Baasha : « ac'hanta ! Ez an da skubañ war-lerc'h Baasha ha war-lerc'h e diegezh » (1R 16, 3).

Pa varvas Baasha, e renas Ela, e vab, en e lec'h.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Baesha" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 312
  2. (br) 1R 15, 33-34, Toidiigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 154