Asian Dub Foundation
Ar Asian Dub Foundation zo ur strollad sonerezh elektronek "alternative" breizhveuriat. Mesket 'vez ganto dub, hip hop, drum n' bass ha ragga.
Aozet eo ar strollad sonerezh-mañ d'un doare ispisial: e-pad o sonadegoù e vezont galvet e-giz Asian Dub Foundation , hag e teu holl izili ar strollad da c'hoari. Padal pa vezont galvet e-giz Asian Dub Foundation Sound System ne vez nemet an DJ o c'hoari ur son bennak hag un pe daou MC oc'h ober rap warnañ. Ober areont war-dro an Asian Dub Foundation Education (ADFED) e Londrez gant ar pal e c'helfe an holl krouiñ sonerezh digoust a-drugarez da stajoù, 10 miz dre-vras. Bez eus deus an dra-mañ e Amsterdam ivez, hag a zo bet krouet gant ur skoliad.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet ar strollad e 1993 war-lec'h diskouezhadenn ar film-diell Identical Beat, filmet er Farringdon Community Music House e Londrez e lec'h ma veze desket d'ar vugale azianed diazezoù ar sonerezh e-barzh stalioù labour ispisial. An tud e karg,Aniruddha Das, John Pandit anavezet e-giz DJ hag unan deus o studierien, Deeder Zaman 14 bloaz kaner rap deus bro Bengal a sav ur sound system anvet Asian Dub Foundation. Goude se eo bet adanvet ar staliou labour Asian Dub Foundation Education
Pep hini a grou e pseudo. Ar c'hoarier gitar bout/klaouer Das a teu da vezañ Dr.Das, Pandit a teu da vezañ Pandit G ha Zaman a teu da vezañ Master D-diroiñ a reont tamm ha tamm e giz ur strollad gant startijenn. Goude se e kavont ur c'hoarier guitar,Steve Chandra Savale, krouer an Higher Intelligence Agency, c'hoari a ra gitar en ur implij un doare ispisial "an distenadur" (un efed implijet alies gant ar c'hoarierien gitar elektronek), hag o c'hoari gant ur gontell, deus aze e teu e lezanv Chandrasonic.
O sonerezh a za deus ar punk da sonerezh hengounel bengalia. Anavezet eo ar strollad Asian Dub Foundation evit bezañ a-enep ar gouennelouriezh hag evit o mennozhioù politikel.
Goude ur sonadeg diwezhañ e 2000 e kuitañ Deeder Zaman. Er strollad e oa abaoe e 14 bloaz ha c'hoant en doa da weladenniñ ha dizoleiñ doareoù nevez da vevañ.
Tro dro 2001 eo bet skignet gant Chandrasonic ur film anvet La Haine goude manifestadegoù hag emganoù gouenelour e Breizh Veur.
E 2002 Deeder a grou gant Trevor Boucaud (taboulinour an African Head Charge) Rebel Uprising. Diwezhatoc'h e erru Ar gitarour bout Dennis Rootical da c'hoari ganto.
E 2007 eo deuet er maez ur best of anvet "Time Freeze 1995 / 2007".