Arme dieubidigezh rusian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar jeneral Vlasov gant soudarded eus an ROA.

An Arme dieubidigezh rusian (e ruseg Русская освободительная армия (POA), treuzskrivet Russkaya osvoboditel'naya armiya, ROA), anvet ivez Arme Vlasov pe Lejion Vlasov, a oa ur bagad soudarded rusian armet gant ar Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed. Aozet e oa an arme-se gant Andrey Vlasov, bet Jeneral an Arme ruz, a glaske evel-se unaniñ an holl Rused a-enep renad bolchevek URSS. E-touez an emouestlidi e oa un niver bras a brizonidi brezel soviedek, Ostarbeiter (labourerien eus ar Reter), ha divroidi (Rused wenn en o zouez soudarded eus an Arme wenn enepkomunour o doa kemeret perzh er brezel sivil rusian. D'ar 14 a viz Du 1944 e oa adanvet ar bagad-se Nerzhioù armet ar poellgor evit dieubidigezh pobloù Rusia (VS-KONR).