Ar skingomz war ar Genrouedad
Taolenn |
[kemmañ] Dre vras
Evel m'eo posubl kas programmoù ar skingomzoù war ar pellgomz e c'heller ober memestra war ar genrouedad (Internet) dre ar protokol TCP-IP. Meur a skingomzoù a vez kaset dre wagennoù koulz ha dre an Internet. Pa vezont kaset nemet dre ar genrouedad e vez anv eus Webradios e saozneg. Kinnig a reont programmoù liesdoare ha dreistordinal a-wechoù.
Perzhded ar son a zo hervez ar red, perzhded ar c'henstagadur pe c'hoazh perzhded an teuliad a orin.
[kemmañ] Evit Selaou
Ret eo staliañ ur poellad kevatal (da skouer ar poelladoù digoust RealPlayer, iTunes pe Windows Media Player pe ar poelladoù frank VLC pe Xmms) hervez ment (enkodaj) red ar son. Diskouezet e vez pehini pe bere a vez implijet war al lec'hienn Genrouedad staget ouzh ar skingomz. Pevar ment enkodiñ a vez kavet peurvuiañ :
- Ogg-Vorbis (frank a wirioù)
- Quicktime (perc'hennet gant Apple Inc.)
- Real (perc'hennet gant RealNetwork)
- Windows Media (perc'hennet gant Microsoft Corporation)
Ar poelladoù-se a vez implijet ivez evit kas skeudennoù ha filmoù ken eo bet krouet skinwelioù dre Internet ivez.
[kemmañ] Liamm diavaez
Evit skingomzoù e brezhoneg, kit war lec'hienn Stalig.
[kemmañ] Si ar skingomz dre ar genrouedad
Tud zo a gav n'haller ket klevout na skingomz brezhonek na hini ebet gant an doare-se en o c'harr, er busoù na trenioù, en o c'harrdi nag o liorzh, nag o c'hegin, evel gant ar skingomz ordinal.