Anna Rusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An impalaerez Anna.

Anna Ivanovna (e ruseg Анна Иоанновна) (7 a viz C'hwevrer 1693 - 28 a viz Here 1740) a voe dugez Courland etre 1711 ha 1730 hag impalaerez Rusia etre 1730 ha 1740.

Anna a oa merc'h da Ivan V ha nizez da Pêr Veur. Euredet e voe da Frederick Wilhelm, dug Courland, e miz Du 1710. Abred e voe intañvez pa varvas he fried e-kerzh ar veaj a gase anezho da Sant Petersbourg e miz Genver 1711. Ne addimezas ket.

Kurunennet e voe goude marv Pêr II e 1730.

Anavezet eo evit bezañ adsavet ar polis surentez a oa ur benveg da spontañ hec'h enebourien.

Dre n'he doa ket fiziañs en noblañs kozh rusian e roas ar c'hargoù pouezusañ er gouarnamant da Alamaned.

A-raok mervel e tisklêrias Ivan VI da hêr evit ma chomfe tron Rusia gant diskennidi he zad, Ivan V. Met nebeud goude he marv e teuas a-benn Elesbed da gemer ar galloud.


En he raok
Pêr II
Impalaerez Rusia
17301740
War he lerc'h
Ivan VI
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all