Ann Radcliffe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ann Radcliffe

Ann Radcliffe, (bet ganet Ward d'an 9 a viz Gouere 1764 e Holborn, Londrez ha marvet er memes kêr d'ar 7 a viz C'hwevrer 1823) a oa ur skrivagnerez vreizhveuriat. He skridoù a renker el lennegezh c'hotek. Mervel a reas abalamour d'ar skeventfo.

He buhez[kemmañ]

Bugel nemetañ William ha Ann Ward e oa Ann Radcliffe. E 1788 e timezas gant William Radcliffe, hag eñ o labourat e bed ar gwir. He gwaz a zilezas e vicher a-benn labourat war dachenn al lennegezh. Perc'henn hag embanner ar gazetenn the English Chronicle e voe ivez. Broudañ a reas ivez he wreg da stagañ gant ar skrivañ. E 1789 e lakaas Ann embann he levr kentañ, anvetThe Castles of Athlin and Dunbayne. Ennañ e kont istorioù merc'hed yaouank en em gav e kestell skrijus perc'hennet gant baroned kevrinus. Berzh a reas holl he levrioù e bed ar vourc'hizien hag e hini ar vrientinelezh, ha dreist-holl e-touez ar merc'hed. Menegomp : The Sicilian Romance e 1790, The Romance of the Forest (1791), The Mysteries of Udolpho (1794) pe c'hoazh The Italian) e 1797.