Angeline (priñsez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Angeline e 1896, luc'hskeudenn gant Edward Sheriff Curtis
Angeline war ur gartenn-bost dirak he zi e Pike Street, Seattle, Washington

Angeline pe ar briñsez Angeline (war-dro 1820 - 1896), eo anv saoznek ar briñsez amerindian anavezet ivez er yezh lushootseed evel Kikisoblu, Kick-is-om-lo, pe Wewick, a oa merc'h henañ ar penn amerindian Seattle.
Ganet e oa e Rainier Beach en Seattle. Anvet e voe Angeline gant Catherine Broshears Maynard, eil pried Doc Maynard. E 1855, hervez Feur-emglev Point Elliott, e ranke holl Indianed ar meuriad Duwamish kuitaat o douaroù da vont da virvaoù met Angeline ne reas van ebet ha chom a reas e kêr. Ul loch he doa dirak ar mor e Western Avenue, etre Pike Street ha Pine Street, e-kichen Pike Place Market hiziv. Bevañ a rae diwar gannañ dilhad ha gwerzhañ paneroù gwiadennet ganti, da gentañ e straedoù Downtown ha goude en Ye Olde Curiosity Shop.

Liammoù diavaez[kemmañ]