Andreas Stihl

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Andreas Stihl (10 a viz Du 1896 e Zurich14 a viz Genver 1973 e Rohrbronn) a oa un ijinour alaman. Gantañ e voe ijinet an hanocherezh ha krouiñ a reas an embregrezh Stihl.

E 1926 e savas Stihl e embregerezh ma veze savet oaledoù rakdevadur kaoterioù dre aezhenn e Cannstatt, e-kichen Stuttgart. Er memes bloavezh e lakaas enrollañ ur breved hanocherezhed tredan. E 1927 e savas an hanocherezh kentañ a yae en-dro gant tireoul, anvet "mekanik da ziskar gwez". Kreskiñ a reas e embregrezh hag e 1931 ez ezporzhias hanocherezhed d'ar Stadoù-Unanet ha da Rusia. E 1950 e savas an hanocherezh kentañ a c'halle bezañ implijet gant un den nemetken. E 1959 e voe krouet hanocherezh brudetañ Stihl, anvet STIHL Contra.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.