Andokides
Andokides (war-dro -440- war-dro -390) pe Ἀνδοκίδης / Andokídês e gregach, a oa ur prezeger gresian, unan eus Prezegerien Attika.
Anaout a reer e oberenn anavezet dindan an anv latin De mysteriis[1], a oa Περὶ τῶν μυστηρίων / Perì tô̄n mustèríōn e gregach.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en Aten war-dro -440. Mab e oa da Leogoras, en un tiegezh a ouenn uhel, a lavare dont eus an haroz Odysseüs hag an doue Hermes. Daremprediñ a rae ar yaouankizoù pinvidik evel Alkibiades.
Krediñ a reer e voe kaset da gannad meur a wech, da vroioù evel Thessalia, Makedonia, Molossia, Thesprotia, Italia ha Sikilia.
E -415, a-raok an droiad-vrezel graet gant morlu Aten da Sikilia, e voe tamallet da gemer perzh en afer an hermes. Ar re-se a oa delwennoù sakr a veze lakaet er c'hroashentoù, ma weled kalc'h ha kelloù doueed, hag a voe spazhet. Krediñ a ra istorourien zo hiriv ne oa ket digablus. Tapet e voe ha bac'het. Dieubet e voe dre ma prometas reiñ anvioù an dorfedourien. Dont a reas a-benn da saveteiñ e vuhez o tiskuliañ anvioù pevar den all hag a voe kondaonet d'ar marv. Diskuliet en dije e dad zoken ivez, met kement-se a nac'has bezañ graet atav. Kement-se a verkas e vuhez, rak un torfed bras e oa e metoù an aristokrated eveltañ, ma n'eo ket ar gwashañ torfed. Koll a reas e wirioù a geodedour, ha harluet e voe. Beajiñ a reas, daremprediñ tud a c'halloud, ha n'eo ket implij doareoù onest atav, evel e Kiprenez, ma reas kenwerzh.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darnoù eus e oberennoù a c'haller lenn an droidigezh saoznek anezhe el lec'hienn saoznek Perseüs:
- Diwar-benn ar C'hevrinoù (Περὶ τῶν μυστηρίων "De Mysteriis"). Emzifenn Andokides pa oa tamallet dezhañ oberoù disakr o kemer perzh e Kevrinoù Eleusis
- Diwar-benn an Distro (Περὶ τῆς ἑαυτοῦ καθόδου "De Reditu"). Engalv graet gant Andokides evit gallout distreiñ d'e gêr c'henidik hag evit ma vo lamet ar bevennoù d'e wirioù keodedel .
- Diwar-benn ar peoc'h gant Sparta (Περὶ τῆς πρὸς Λακεδαιμονίους εἰρήνης "De Pace"). Diwar-benn ar peoc'h gant Sparta
- Against Alcibiades (Κατὰ Ἀλκιβιάδου "Contra Alcibiadem").