Amadís de Gaula

Eus Wikipedia

Amadís de Gaula zo ur romant spagnolek a varc'hegiezh, savet gant Garci Rodríguez de Montalvo, evit an doare a anavezomp hiriv, hag embannet en 1508 e Zaragoza.

E gwirionez ez eo ur skrid kemmet diwar ur skrid koshoc'h, hogen n'ouzer ket na pegoulz na gant piv na pelec'h e voe savet, ma vez tabut c'hoazh diwar se.

Evit levr Montalvo zo bet troet e meur a yezh, hag e galleg gant Nicolas Herberay des Essarts, hag embannet e Pariz e 1540 gant Denis Janot, Vincent Sertenas ha Jehan Longis.