Allen Ginsberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Allen Ginsberg e Miami e 1985

Irwin Allen Ginsberg, bet ganet e Newark (New Jersey) d'an 3 a viz Mezheven 1926 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel 1997 e New York, a oa ur barzh hag ur skrivagner stadudanat.

Bez' e voe e-touez kentañ saverien al luskad lennegel Beat Generation a oa bet roet lañs dezhañ gant Jack Kerouac kenkent ha 1948.

Mil anavezet eo e hir a varzhoneg Howl a savas tabut diwar he fenn pa zeuas er-maez e 1956 abalamour d'ar gerioù noazh en devoa graet Allan Ginsberg gante.