Ali Soilih

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ali Soilih Mtsashiwa (7 a viz Genver 1937 - 29 a viz Mae 1978) a oa ur politikour eus Komorez.

Kemer a reas perzh en taol-Stad a zistroadas Ahmed Abdallah, prezidant kentañ ar Stad, d'an 3 a viz Eost 1975. Mont a reas da brezidant e miz Genver 1976 goude Said Mohamed Jaffar ha lakaat e plas ur politikerezh sokialour. Mont a reas a-enep boazioù hengounel 'zo ha reiñ muioc'h a c'halloud d'ar yaouankiz. An oad-votiñ a voe diskennet da 14 vloaz ha savet e voe milisoù liseidi, diwar skouer gwarded ruz Sina, a spontas ar boblañs.

D'an 13 a viz Mae 1978 e voe distroadet gant Ahmed Abdallah, sikouret gant ar goprsoudard gall Bob Denard. Muntret e voe nebeut goude.