Alexandre Audebert

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alexandre Audebert.jpg

Alexandre Audebert a zo ur rugbier gall ganet e Suresnes (Hauts-de-Seine) d'ar 4 a viz Eost 1975. C'hoari a ra en trede renk gant ASM Clermont Auvergne abaoe 1999.

Eus rannvro Pariz emañ Audebert: kroget en deus rugbi en e gêr Suresnes a-raok mont d'ar Racing evit c'hoari evel rugbier a-vicher ar bloaz 1998-1999. Sinet en deus da c'houde e Clermont hag abaoe-se en deus c'hoariet muioc'h eget 200 krogad dindan roched ASM gant e dokarn glas ha ruz. C'hoarier koshañ ar skipailh eo gant Aurélien Rougerie hag en ur chom e Auvergne en deus kemeret perzh e seizh gourfenn (pemp e Kampionad Frañs ha daou e European Challenge Cup). Evit e unnekvet bloaz e Clermont en deus gounezet Alexandre Audebert e 2010 ar "Bouclier de Brennus": ar wech kentañ e oa evitañ hag evit ar c'hlub.

Audebert zo bet dibabet div wech e skipailh rugbi Frañs. Gounezet en deus Tournamant ar 6 broad 2002 en ur vont war an dachenn enep Bro-Gembre evit 11 munut nemetken.


Kluboù[kemmañ]

  • 1998-1999. Racing Club de France
  • 1999-2011. ASM Clermont Auvergne

Loreadeg[kemmañ]

  • Deadenn Yves du Manoir 2001
  • Tournamant ar 6 broad 2002
  • European Challenge Cup 2007
  • Kampionad Frañs 2010
  • gourfennad Kampionad Frañs 2001, 2007, 2008 ha 2009
  • gourfennad European Challenge Cup 2004