Aikido

Eus Wikipedia
Ar ger aikido e skritur kanji

Un arz emgannañ japanat eo an aikido. Krouet e oa bet gant an Aotrou Morihei Ueshiba etre 1930 ha 1960 diwar e studioù eus ar brezel, ar brederouriezh hag e gredennoù relijiel. Troet e vez aikido evel "an hent war-zu kempouez an nerzhioù (Qi)" pe c'hoazh "hent ar spered kempouez". Fellout a rae da Ueshiba krouiñ un arz a c'helle bezañ implijet evit en em zifenn en ur virout an argader a vezañ gloazet. Anavezet eo bet an aikido gant gouarnamant Japan e 1940 dindan an anv aikibudō.

En aikido e kaver teknikoù gant armoù ha teknikoù gant an daouarn, a implij nerzh an argader, pe gentoc'h e argaderezh hag e c'hoant da noazañ. Pal an teknikoù-se n'eo ket bezañ trec'h, met kas an argad da netra. Gallout a reer sellout ouzh an akido evel furm fetis mennozh ar reizh difenn : un ersav kenfeur war-eeun goude un argadenn. Hervez spered an aikido n'eus krogad ebet, peogwir e echu ar c'hrogad er mare m'eo kroget. Diouzh ar poell-se, n'eus gourenadeg aikido ebet, nemet er stil Shodokan diazezet gant Kenji Tomiki (hag a vez anvet ivez Tomiki ryu, Skol Tomiki).


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.