Agricola (levr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn da Iulius Agricola, e Bath (Bro-Saoz) , savet e 1894.

Agricola, pe De vita et moribus Iulii Agricolae (Buhez ha kustumañsoù Julius Agricola) zo un oberenn skrivet war-dro 98 gant an istorour roman Tacitus diwar-benn buhez e dad-kaer, Gnaeus Julius Agricola, jeneral roman ha gouarnour Enez Vreizh.

Talvoudus eo an oberenn d'ar Vrezhoned abalamour d'an displegadurioù diwar-benn douaroniezh ha pobloù Enez Vreizh. Evel en e oberenn all, Germania, e tosta Tacitus frankiz ar Vrezhoned ha tiranterezh an Impalaeriezh roman.