Abha Dawesar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Abha Dawesar a zo ur skrivagnerez bet ganet e New Delhi d’ar 1 a viz Genver 1974.

Da 17 vloaz ez eas da studiañ er Stadoù-Unanet, eno e vez o chom hiziv an deiz. Goude studioù prederouriezh e Harvard e labouras e-pad meur a vloaz en un ti-bank. Goude-se e stagas gant ar skrivañ, ha Miniplanner, he levr kentañ a zeuas er-maez e miz Du 2000. Istor ur paotr heñvelreizh a blij kalz d’ar merc’hed eo. E miz C’hwevrer 2005 e teuas er-maez Babyji, istor Anamika Sharma, ur grennardez 16 vloaz anezhi a zizolo ar reizhelezh (gant div vaouez koshoc’h evitit ha gant ur grennardez all) hag an obererezhioù spered war un dro.

Oberennoù[kemmañ]

  • That summer in Paris, Doubleday Publishing
  • Babyji, Anchor Books, American Library Association’s Stonewall Award
  • Miniplanner, Cleis Press

Liamm diavaez[kemmañ]