Abati Fontevraud

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abati roueel Fontevraud

Emañ Abati Fontevraud e Fontevraud-l'Abbaye e-kichen Saumur en Anjev, e Maine-et-Loire en deiz a hiziv, nepell diouzh kember ar stêrioù Liger ha Vienne.

Savet e oa bet Abati Fontevraud e 1101 gant Robert d'Arbrissel (1045-1116), ur manac’h prezeger deuet eus Breizh. Perzhioù heverk an abati eo e vez degemeret gwazed ha maouezed e kouantoù disheñvel, hag ivez da vezañ renet abaoe ar penn-kentañ gant un abadez, hervez reolennoù an diazezour. E-pad 6 kantved goude an diazezadur, neuze, ez eo bet renet an abati gant 37 abadez, betek 1792, pa voe lakaet ar savadurioù dindan beli ar Stad. Etre 1804 ha 1965 ez eo deuet an abati da vezañ implijet evel toull-bac'h.

En holl ez eus bet 5 manati, 3 anezho a chom c’hoazh en o sav hag a c’hall bezañ gweladennet. En abati e vez kavet ivez iliz an abati, chapelioù, hag ivez savadurioù buhez pemdeziek ar menec’h : an hunva, ar c’hlañvdi, ar predva, ar gegin, ha c’hoazh jardinoù ha liorzhoù.

Ur skouer eo Abati Fontevraud eus tisavouriezh gotek ar grennamzer en Anjev. Monumant istorel eo abaoe 1840 hag enskrivet eo bet e-touez glad bedel an UNESCO er bloavezh 2000 asambles gant lec'hienn sevenadurel ar Val de Loire.