ATD Quart Monde

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

ATD Quart Monde (Agir Tous pour la Dignité Quart Monde) zo ur c'hevredad etrevroadel a stourm ouzh ar baourentez hag evit gwirioù ar beorien. Diorren a ra raktresoù gand tud paour, gant ar soñj eo ar re mañ a rank bezañ oberiant da gentañ penn. Ganto e vez kizidikaet sav poent ar geodedourien hag e vez degaset cheñchamantoù politikel. Klask a ra prederiañ ha bezañ oberiant gant tud paour neuze, diwall a ra da laoskel den da gostez.

N’eo ket ar gevredigezh-se stag ouzh ar gouarnamant, nag ouzh ur relijion bennak, nag ouzh ur strollad politikel. Krouet eo bet e 1957 gant Joseph Wresinski . Oberiant eo ATD Quart Monde er bed a-bezh; en Afrika, en Amerika an Norzh hag ar Su, e Meurvor Indez, en Azia hag en Europa.

Petra ‘vez graet gant al luskad-se?[kemmañ]

ATD Quart Monde a zo oberiant e meur a live, lies eo e palioù :

- Tizhout tud paour

- Kas war-raok ar ouiziegezh, ar sevenadur hag an deskadurezh

- Krouiñ raktresoù evit ma vefe doujet eus gwirioù mab-den e pep lec’h

- Kelaouiñ ar geodedourien, an ensavadurioù…

- Sevel enklaskoù

Gant ATD Quart Monde e vez krouet oberiantizoù evit diorren ar ouiziegezhioù, hep kemer plas ar skol pe ensavadurioù sevenadurel. Klasket e vez en ober en ur kas raktresoù da benn evit diskouez e vez gant pep hini ur ouiziegezh da eskemm gant ar re all. Diorroet e vo neuze liammoù etre tud paour hag ensavadegoù, e gizh ar skol da skouer.

Al levraoueg er straedoù:[kemmañ]

Unan eus oberiantizoù ATD Quart Monde a zo krouiñ levraouegoù er straedoù, ha dreist holl e karterioù paour.El levraoueg er straedoù e vez implijet al levr pe an arz da skouer evit treuskas gouiziegezhoù da familhoù ha bugale paour. Graet ‘vez levraoueg er straedoù e lec’hioù bevañ an dud (dindan lampoù-straed, war ar maez, e tachennoù c’hoari evit ar vugale,…), gant ar pal ober ul liamm etre ar vugale hag al levraouegoù, ar c’hoarivaoù, ar skolioù,… ha dreist holl reiñ c’hoant deskiñ d’ar vugale en un doare plijus.

Alies e vez graet levraoueg er straedoù bep sizun, ha war hir dermen, padout ‘ra bloavezhioù. Dre-se e vez krouet darempredoù fiziañs hirbadus etre ar vugale, ho familh hag ar buhezourien, ar pezh a digor war ul liamm sokial.

Ouzhpenn 80 levraoueg er straedoù aozet gant ATD Quart Monde a zo hiziv an deiz e Bro Frañs.

17 a viz Here, devezh broadel nac’hañ ar baourentez[kemmañ]

D’ar 17 a viz Here, e vez lidet bep bloaz devezh broadel nac’hañ ar baourentez. Krouet eo bet gant Joseph Wresinski e Pariz e 1987. Abaoe 1992 eo un deiz ofisiel.

E-kerz an deiz se en em bod tud e leiz evit enoriñ ar re tizhet gant an naon, ar feulsder hag an dizeskidigezh, evit diskleriañ e nac’hont ar baourentez, ha goulenn gant an holl en em strollañ evit ma vefe doujet ouzh gwirioù mab den.

Ger stur an devezh se a zo : «  E lec’h ma vez kondaonet tud da vevañ er baourentez, ne vez ket doujet ouzh gwirioù mab-den. Un dle sakr eo en em unaniñ evit lakaat anezho da vezañ doujet. »

Liammoù diavaez :[kemmañ]

Lec’hienn ofisiel ATD Quart Monde

Lec’hienn ofisiel ATD Quart Monde e Bro Frañs