1st North Carolina Regiment

Eus Wikipedia

Ar 1st North Carolina Regiment a oa bet savet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1775, e Wilmington (North Carolina), evel lodenn eus ar Continental Army. E miz Genver 1776 e oa savet gant eizh kompagnunezh. Francis Nash a oa bet lakaet e penn gant ar renk a goronal e miz Ebrel 1776. Ar rejimant en doa kemeret perzh e emgann Fort Sullivan e 1776. Kaset e oa bet eus kostezenn su ar Reveulzi etrezek lu George Washington e miz C'hwevrer 1777. D'ar mare-se, Thomas Clark a oa deuet da vezañ koronal evit ar 1st Regiment. An unvez a oa deuet da vezañ ul lodenn eus an Nash's North Carolina Brigade e miz Gouhere.

E 1777 ar 1st North Carolina a gemeras perzh en emgannoù Brandywine ha Germantown hag ivez en hini White Marsh. Francis Nash a oa bet lazhet e-pad Emgann Germantown ha lakaet e voe Clark en e blas. Stourm a voe e Monmouth e miz Even 1778.

An North Carolina Brigade a voe kaset er su dindan urzhioù ha renerezh James Hogun hag a erruas e Charlestown (South Carolina) e miz Meurzh 1780. Ar 1st Regiment a oa bet tapet gant ar British army e-pad Sez Charleston d'an 12 a viz Mae 1780. Clark ha 287 soudard a oa bet prizoniet. Ar rejimant a voe adsavet e-pad hañv 1781 hag a stourmas e brigadenn Jethro Sumner en Eutaw Spring e miz Gwengolo. Ar 1st North Carolina a voe lakaet war e leve d'an 23 a viz Ebrel 1783 e James Island, South Carolina ha divodet d'ar 15 a viz Du 1783.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Boatner, Mark M. III (1994). Encyclopedia of the American Revolution. Mechanicsburg, Pa.: Stackpole Books.
  • Morrissey, Brendan (2008). Monmouth Courthouse 1778: The last great battle in the North. Long Island City, N.Y.: Osprey Publishing.
  • Wright, Robert K. Jr. (1989). The Continental Army. Washington, D.C.: US Army Center of Military History. CMH Pub 60-4.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]