Örebro
Örebro (distaget [œrəˈbruː] e svedeg) zo ur gêr eus Sveden, e-kreiz ar vro. Kêr-benn kontelezh Örebro eo, e proviñs kozh Närke. E 2013 e oa 140 599 a dud o chom enni ha c'hwec'hvet kêr vrasañ Sveden e oa.
War ribl al lenn Hjälmaren emañ. Treuzet eo kêr gant ar stêr Svartån. War un enezennig eus ar stêr-se emañ kastell kozh Örebro, savet da vare Gustav Iañ Vasa.
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù he deus Örebro gant ar c'hêrioù-mañ :
- Łódź (Polonia)
- Drammen (Norvegia)
- Kolding (Danmark)
- Lappeenranta (Finland)
- Stykkishólmur (Island)
- Yantai (Sina)
- Terrassa (Katalonia)
- Pau (Okitania)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ofisiel kumun Örebro (sv) (en) (fr) (de) (ar) (fa) (fi) (so)