Sac'h-dorn
Ur sac'h-dorn zo ur sac'h da zougen en dorn, hag a servij d'ar merc'hed da lakaat pezh o devez ezhomm pa vezont o pourmen e kêr : yalc'h, alc'hwezioù, paperoù, lunedoù, melezourig, fardoù hag all. Ur c'hodell vras zo ennañ ha meur a c'hodell vihan alies. Douget e vez en dorn, met darn zo deuet da vout seier-[[skoaz}} kentoc'h.
Ur rikoù diouzh ar c'hiz eo ar sac'h-dorn, hag un dra da ziskouez eo ivez, hag a c'hall bezañ gwerzhet ker-ruz gant marc'hadourien veur ar c'hiz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seier a veze gant ar maouezed e meur a boblad amerindian ; seier-labour a oa ivez, peogwir e tastument delioù koka (Erythroxylum coca) e seier danvez.
En Europa e veze paneroù kentoc'h gant ar maouezed pa'z aent da brenañ diankajoù. N'eo ket ar maouezed a renk uhel a brene o boued : ar mitizhien a oa graet evit se, ha paneroù eo a veze ganto. Seier bihan avat a veze gant o mestrezed pan aent da redek ar stalioù-dilhad.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er pezh-c'hoari The Importance of Being Earnest gant Oscar Wilde e oa bet kavet Jack Worthing en ur sac'h-dorn (handbag) e porzh-houarn Victoria Station e Londrez pa oa nevez-c'hanet, ma lavar Lady Bracknell, danvez e vamm-gaer : "A handbag?" — un doare sac'h-dorn brasoc'h e ranke bezañ.
-
En India
-
E Perou
-
Dooney and Bourke, Norwalk, Connecticut
-
Birkin, Hermès, Pariz
-
Burberry, Londrez
-
Cartier, Pariz
-
Vera Bradley, Roanoke, Indiana
-
Vuitton, Pariz
-
E mezell