Niver
Un niver zo un draezenn vatematik implijet da gontañ ha da vuzuliañ ; niveroù a anver « pemp, « kant seizh » , da skouer. Ur sifr a reer eus an arouezenn a dalvez da skrivañ un niver : gant ur sifr hepken ez arouezier « pemp » (""), gant tri sifr e reer evit aroueziañ « kant seizh » ("...").
En implij pemdeziek e c'hall ar ger "niver" talvezout evit anv ar meiziad difetis, un arouezenn a dalvez da skrivañ (reishoc'h eo komz eus "sifr(où)", pe ar ger a dalvez d'hec'h envel (an niver tri). Ouzhpenn o implij da gontañ pe da vuzuliañ e c'hallont bezañ implijet, da urzhiañ un dra bennak (niverennoù a-steudad : <math">0, 1, 3, 5, 7"</math>...) hag er c'hodoù (sellet da skouer ouzh an niverennoù pellgomz pe an ISBN).
Er matematik eo bet astennet termenadur an niver betek niveroù evel zero (""), an niveroù leiel (""), an niveroù poellek pe feurek (""), an niveroù anfeurek (""), hag an niveroù kemplezh ("").
Ar seurtoù niveroù disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seurtoù niveroù disheñvel a vez implijjet alies. Gallout a reer o renkañ e rummadoù matematik anvet « reizhiadoù niveroù ». (Da ouzout hiroc'h diwar-benn an doareoù disheñvel da skrivañ niveroù, evel an niveradur roman, sellet ouzh reizhiadoù niveroù.)
Un elfenn zifetis (c'houbar) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis.
E-keñver an istor int degouezhet en urzh-mañ :
- Ar c'hevanion naturel,
- Ar c'hevanion daveel,
- An niveroù feurek,
- An niveroù gwerc'hel,
- An niveroù kemplezh,
- An niveroù hiperkemplezh,
- An niveroù p-adek,
- An niveroù trehontel,
- An niveroù hipergwerc'hel,
- An niveroù brizh-gwerc'hel.
N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare da vuzuliañ e teuomp da teknikoù danzeet-fin.
Ar c’hompren eus harz an niveroù feurek, hag eus ar red d'an niveroù gwerc'hel a voe glac’harus evit ar bitagorisianed, hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se…