Niver feurek

Eus Wikipedia

Un niver feurek zo, e jedoniezh, un niver hag a c'hell en em ezgeriañ evel rannad daou kevan daveel. An niveroù feurek ankevan (anvet rannoù a-wechoù) zo notet peurliesañ a/b, ma vez a ha b daou gevan daveel (gant b anvannel). Envel a reer a an niverer ha b an anver.

Pep niver feurek a c'hell bout skrivet en un amvevennad a zoareoù diforc'hek, evel 1/2=2/4=3/6=h.a. Hogen, bez' ez eus ag ur furm brientet, pa ne vez ket a ranner boutin etre a ha b, estreget 1 (Niveroù kentañ int kenetrezo). Pep niver feurek anvannel en deus, en ur mod rik, ur furm hepken eus ar rizh-mañ gant un anver muiel. Komz a reer neuze a rann andireadus.

Dispakad dekredel un niver feurek zo bepred trovezhiek adalek un dekredell bennak (da skouer, e degouezh ur skritur dekredel bevennek, ouzhpennadenn mannoù a ziogel an drovezhiegezh). Kement-se zo gwir e forzh petore diazez. A-geveskemm, mar bez un dispakad dekredel trovezhiek gant un niver en un diazez d'an nebeutañ, neuze ez eus un niver feurek anezhañ.

Un niver gwerc'hel ha n'eo ket feurek a lavarer anezhañ ez eo anfeurek. Teskad an niveroù feurek zo ur c'horf, notet , hag a c'heller notañ ent-furmel:

ma vez gwalenn ar c'hevanion.