Mont d’an endalc’had

Zinaida Gippius

Eus Wikipedia
Zinaida Gippius
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denЗинаида Николаевна Гиппиус Kemmañ
Anv ganedigezhЗинаида Николаевна Гиппиус Kemmañ
Married nameЗинаида Николаевна Мережковская Kemmañ
Anv-bihanЗинаида Kemmañ
Anv-familhHippius Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Du 1869 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBelyov Kemmañ
Deiziad ar marv9 Gwe 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhSainte-Geneviève-des-Bois Russian Cemetery Kemmañ
TadNikolai Romanovich Gippius Kemmañ
MammAnastasiya Vasilevna Stepanova Kemmañ
PriedDmitry Merezhkovsky Kemmañ
FamilhMerezhkovsky family, Hippius Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridrusianeg, galleg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner, dramaour, skridvarnour, prose writer Kemmañ
Tachenn labourbarzhoniezh Kemmañ
Deroù ar prantad labour1888 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1941 Kemmañ
Luskadarouezouriezh Kemmañ
Tachennbarzhoniezh, Komz-plaen, memoir, skridvarnerezh Kemmañ
Zinaida Gippius, poltredet gant Leon Bakst , 1906.

Zinaida Nicolaevna Hippius ( Зинаи́да Никола́евна Ги́ппиус e ruseg), a oa ganet d'an 8 a viz Du 1869 e Beliov, marvet d'an 9 a viz Gwengolo 1945 e Pariz, a oa ur varzhez rusek.

E 1889 e timezas d'ar skrivagner Dimitri Merejkovski. A-du e oa gant e vennozhioù-eñ, ha lesanvet e voe « ar Sorserez » gant Leon Trotski. Gant ar skrivagner Dimitri Philosophoff e rejont tiegezh a dri, a lakaas an teodoù da vont en-dro.

Evel he fried e voe plijet o welout renad an tsar o kouezhañ en e boull gant Dispac'h miz C'hwevrer, met kas he doe ouzh ar volcheviked hag ouzh o Dispac'h miz Here. E 1920 e tivroas gant he gwaz, da Bologn da gentañ, da Bariz goude, hag eno e chomjont betek o marv.

Skrivañ a reas un deizlevr diwar-benn ar bloavezh 1919 e Petrograd. Darnoù zo bet embannet e galleg hag anvet Journal sous la terreur (Anatolia, 2006).

Beziet e voe e-tal he fried e bered rus Sainte-Geneviève-des-Bois, en (Essonne).

Oberennoù e galleg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Le Pantin du diable
  • Le Tsar et la Révolution, 1907 (gant Philosophoff ha Merejkovski)
  • Le Règne de l'Antéchrist, 1922 (gant Philosophoff ha Merejkovski)


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]