Zezé Di Camargo

Eus Wikipedia
Zezé Di Camargo o kanañ gant e gomper Luciano.

Mirosmar José de Camargo, anavezetoc'h evel Zezé Di Camargo, ganet e Pirenópolis (stad Goiás) d'ar 17 a viz Eost 1962, zo ur c'haner brazilian hag a gan en daouad Zezé di Camargo & Luciano. Ouzhpenn kanañ gant e gomper Luciano e sav sonioù en doare sertaneja evit tud all evel Leandro & Leonardo ha re all.

Tri bugel en deus, hag unan anezho, Wanessa, zo kanerez.

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Em 2005 e voe kontet istor e vuhez ha hini e labour en daouad Zezé di Camargo & Luciano er film Dois Filhos de Francisco, gwelet gant ouzhpenn 5 milion a dud er bloavezh-se.