Even Begaignon
Neuz
(Adkaset eus Yves Begaignon)
Yves, pe Even, Bégaignon a voe eskob Treger eus 1362 da 1371[1].
Dominikan eus kouent Montroulez e oa pa voe lakaet d'an 28 a viz Du 1362 war gador eskopti Treger, war-lerc'h François Alain. Chom a reas betek miz Mae 1371, pa voe savet da gardinal.
Mont a reas da Anaon e Roma er bloaz 1378.
D'ar 26 a viz Ebrel 1364 en devoa degemeret Charlez Bleaz, deut da enoriñ Sant Erwan.
Jean II Brun a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960