Yudhiṣṭhira (Devanāgarīयुधिष्ठिर) a zo unan eus ar pemp breur Pāṇḍava er Mahābhārata, un danevellgan a orin eus India. Mab henañ ar roue Pāṇḍu hag ar rouanez Kuntī e voe roue Indraprastha ha goude-se roue Hastināpura. Ur roue reizh ha fur e oa met techet da c'hoari ha koll a reas e zanvez, e rouantelezh, e vreudeur ha Draupadī, pried boutin ar pemp breur Pāṇḍava, en ur c'hoariadenn diñsoù direizh. An dra-se a voe pennabeg da Vrezel Kurukṣetra a-enep d'e gendirvi Kaurava.