Yezhoù muskogeek
Ur familh-yezhoù ar yezhoù muskogeek (saozneg: Muskogean, Muskhogean pe Muskogee), enni 6 yezh komzet e gevred ar Stadoù Unanet.
Yezhoù daspegel int.
Ar yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distagadur ha perzhioù yezhadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fonologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]eeun a-walc'h eo fonologiezh ar yezhoù muskogeek e-keñver hini meyur a yezh genidik all komzet en Amerika. Setu ar fonemennoù a c'helle bezañ implijet gant ar c'hent-vuskogeek: /p t tʃ k g K s h m n l w y/ hag ivez an diforc'h /ʃ/ ~ /s/ e yezhoù muskogeek ar c'hornôg. Diforc'het e vez ivez /p/ ~ /b/ gant meur a yezh er familh-mañ, un diforc'h ral a-walc'h e yezhoù genidik. Implijet e vez sonlivioù evit merkañ perzhioù yezhadurel.
Anvioù-kadarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an taol-mouezh evit merkañ perzhioù yezhadurel an anvioù-kadarn. troadoù a vez implijet ivez evit ober an diforc'h etre an nominativel hag an oblikel, da lâret eo troadoù nann-nominativel. Ne vez ket merket dre ret nag an niver (unanader, nebeuder, liester) nag ar jener (gourel, benel...).
Verboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ur sistem ablaut luziet-tre evit merkañ aspektoù ar verboù dreist-holl hag ivez, met nebeutoc'h, evit merkañ an amzerioù. Graet e vez "liveoù" ouzh an diforc'h-se.
Merket e vez ar c'hentañ hag an eil gourioù ha diverk eo an trede gourioù.
Merket e vez al liester pe dre ouzhpennañ kengerioù war ar verb pe dre impljout gwiriennoù verb ispisial:
Skouer (liester dre rakgerioù, Tchoktaweg)
ishimpa ish-impa 2 GOUR UNANDER.ANV-debriñ "debrez"
hashimpa hash-impa "debrit"
Skouer (gwriziennoù-verb enne an niverenn, mikasoukieg)
łiniik redek. UNANDER "redek (un den)"
palaak redek. NEBEUDER "redek (ouzhpenn un den)"
mataak redek. LIESTER "redek (meur a hini)"
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |