Yezhadur hollek
Ar yezhadur hollek (saoz. 'Universal grammar') a zo anezhañ un deorienn yezhoniel a glask lakaat war-wel ar perzhioù yezhadur hollek, da lâret eo ar perzhioù boutin a c'heller kavout en holl yezhoù. Pal enklaskoù a seurt-mañ a glask displegañ penaos e vez desket ar yezhoù gant an dud evit ar wech kentañ rak krediñ a ra lod ez eo bezañ gouest da deskiñ ur yezh ur perzh a-ouenn evit an dud.
Faos e vefe krediñ avat e souten an deorienn-mañ ez eo peurheñvel yezhadur pep yezh, met kentoc'h e vez roet ganti un nebeud reolennoù evit diswel liammoù don etre strukturioù yezhoniel zo a-benn displegañ, war e dro, panaos e ra ar vugale evit deskiñ sevel frazennoù reizh en yezh kentañ ken buan all.
Bountet e oa bet al labour war an dachenn-mañ evit ar wech kentañ gant Joseph Greenberg o labourat dreist-holl gant perzhioù boutin kevreadurezh 30 yezh disheñvel.
Ur 'perzh hollek' a zo ur perzh hag a zo gwir atav evit pep yezh pe d'ur perzh a vez kavet alies e meur a yezh.
Da skouer :
- Pep yezh he deus atav anvioù kadarn ha verboù.
- Pep yezh (estreget yezhoù sinet are re vut) he deus atav kensonennoù ha vogalennoù.
Liammoù strizh ez eus etre al labour enklask war an dachenn-mañ ha tachennoù all evel tipologiezh ar yezhoù hag an doare ma vez dielfennet ar yezhoù en empenn.
Graet e vez an diforc'h etre ar perzhioù hollek rik diouzh un tu hag ar re ampleg diouzh an tu all:
- 'Perzhioù hollek rik' (saoz. absolute universals):
Ar perzhioù hollek rik a zo gwir atav hag evit pep yezh, da skouer :
- Pep yezh he deus atav anvioù kadarn ha verboù.
- Pep yezh (estreget yezhoù sinet are re vut) he deus atav kensonennoù ha vogalennoù.
Ret eo anzav n'eus ket kalz a reolennoù a seurt-mañ da gavout e-touez holl yezhoù ar bed e gwirionez, avat.
- 'Perzhioù hollek ampleg' (saoz. implicational universal):
Ar perzhioù ampleg a vez urzhiet a seurt ma vez liammet ur perzh resis gant unan all, da lâret eo, 'bewech ma vez kavet X e vez kavet ivez Y', da skouer :
- Pep yezh ganti kensonennoù dre c'hwezhañ he do (pe he defe bet) ivez kensonennoù stokus.
- 'Perzhioù damhollek' (saoz. universal tendancies)
A-hendall, hervez ar statistikoù, daoust ha ma vez faos ur perzh yezhadurel evit un nebeudik yezhoù zo, e c'hell bezañ c'hoazh ur perzh damhollek evit an darn vrasañ eus yezhoù ar bed. Seurt perzhioù damhollek a c'hell bezañ ampleg pe rik diouzh o zu ivez.
Setu ur skouer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek rik:
- An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus kensonennoù dre fri
An darn vrasañ eus ar perzhioù damhollek a zo ampleg avat, dres evel ar perzhioù hollek.
Setu ur skouer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek ampleg:
- Peurliesañ e vez kavet araogennoù en ur yezh a ra gant an urzh Rener-Renadenn-Verb (SOV).
'Tabutoù'
Bez ez eus ivez ur re yezhonourion hag o deus savet a-enep d'an deorienn-mañ. Hervez Michael Tomasello, da skouer, ez eo gouest ar vugale da deskiñ yezhoù hep ma vefent ganet gant ur re reolennoù yezhadurel en o empenn endeo. Hervezañ, n'eus tu ebet da diskwel eo c'hell bezañ faos seurt teoriennoù rak ne raent nemet deskrivañ perzhioù yezhoù zo hep gallout mont pelloc'h ha reakwelet ar pezh a c'hellfe degouezhout en ur yezh bennaket pe get.
Ha koulskoude, alies e vez savet damkanoù a seurt-se gant ar re o deus fiziañs e gwirionez ar 'yezhadur hollek - re alies, marteze, rak n'eo ket ral dezhe rakwelet traoù na c'hoarvez ket e gwirionez pe c'hoazh chom hep rakwelet traoù a c'hoarvez e yezhoù zo.